en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

L'épreuve

L'épreuve

SIN-150515-L'ÉPREUVE.docx L'ÉPREUVE Ur film sevenet gant : Erik Poppe (2013). Gant : Juliette Binoche, Nikolaj Coster-Waldau. Ar re a vourr é weled Juliette Binoche er sinema a gavo ouzhpenn o lod gant ar film-mañ daet er-maez daou vloaz so. Unan ag he roloù bravañ marse, beteg bremañ, rag e barr he brud ema Juliette Binoche amañ, e barr hec'h ampartiz da voud an heni a rank boud hervez ar senario. Hi zo ar vamm hag a gar he bugale, ar bried hag a gar he gwaz. Mez hi zo ive fotograferez tachadoù brezel ar bed, ar vaouez he deus c'hoant d'ober ar pezh a gar ag he buhez, ar pezh he deus choazet hag a blij dezhi, dreist-muzul marse. Ha dre he dremm leun ar skramm gantañ, dre he fas hag e fiñvadennigoù, dre he selloù, eeun pe dizeeun, dre krenadennoù he diwweuz, e ro an aktorez dimp da santoud he bed diabarzh, da zivinañ ar stourm a zo enni evid derc'hel war he hent dezhi an tri pe pewar jao a stlej he c'harr. An titl, L'épreuve, "an Amprou", a zegas da veur a amprou e gwirionez, mez an oll anezhe ned aont d'ober nemed unan, a-benn ar fin. Ema Rebecca ur plac'h un daou-ugent vloaz bennag. Daet eo da voud unan ag ar pemp kazetenner-brezel brudetañ hon planedenn. Ar pezh a vern dezhi zo moned an tostañ ma c'hell douzh an tachadoù lec'h ma vez an dud douzh en em lazhañ e mod pe vod. Tostaad a ra douzh terroristed Kaboul pe Bagdad, douzh an dienez er c'hampoù repuidi. Gant an adrenalin a red en he gwazhiad eh a ataw. Ar pezh a vez é klask kousto pe gousto, ouzhpenn-se. Ha baraka ganti dalbezh, da lâred eo chañs, beteg an deiz-se ma tarzh ur vombenn just etalti, ha hi gloazet ha distro d'ar gêr, distro d'he familh. Setu re evid he gwaz hag o diw verc'h, dreist-oll evid an heni goshañ, krennardez yaouank. Penaoz e c'hello Rebecca lakaad e peuc'h he c'hoantoù kontrel ? Penaoz akordiñ toud ar pezh a zo saour he buhez : he micher dañjeruz, ken divoutin ha ken gloriuz, mez ive he familh, he mignoned ? Petra 'ta he laka da foetiñ bro dalc'hmat e-risk a goll he buhez da beb termen ? Roiñ d'ar bed d'anavoud stad truezuz an traoù ? Roiñ da ouied, d'ar re hag a gousk c'hweg bemnoz en o gweleioù klouar hag a zebr o gwalc'h bemdez-Doue, ar pezh a zegouezh er-maez, er broioù pell ha ken tost war-un-dro ? Soñjomp e portredoù Delgado. Soñjomp e kelaouadennoù tud kaloneg a-walc'h evid kas dimp fotoioù ag an Irak, ag ar Siri, ag an Afghanistan pe an Dombas. An dober a ouied a c'houlenn ma sav tud prest da destenïañ. Ur goulenn eo, ur goulenn ag ar gevredigezh partoud er bed. Setu perag e prenomp kazetennoù. Setu perag e vourromp é chelaou douzh an doereioù ha selled douzh ar journalioù-tele... Daoust d'an traoù-se e rank Rebecca gouied petra eo motor he buhez, petra eo nerzh hec'h ivoul vicherel, petra he laka da fichal bepred ha da voned da zarempredañ an dañjer. Micherioù a-sort-se a jaoj da dud difamilh, gant an diasur e vez peb kevredi, peb mision. Mez daw eo dezhi kontiñ gant he gwaz hag he merc'hed. Ha tra ma sav he gwaz enebti e chom sourprenet Rebecca, ha fier sur a-walc'h, gant c'hoant he merc'h vrasañ da voned d'ar C'henia ganti, evid komz ag ar veaj-se en he skolaj goude. Merc'h he mamm eo Katell ! Pandeogwir ema ar veaj-se dindan beli an ONU, ha sañset dizañjer, eh asant an tad o leuskel o diw da voned du-hont. Mez pa dro an traoù da fall n'hell ket Rebecca parraad douzh he gwad a verviñ, daoust d'he merc'h tost. Piw e oa-hi war an dachenn neuze : ar vamm é vale en Afrik gant he merc'h yaouank, pe ar gazetennerez e-kreiz turmud ar bed ? Hec'h anienn aze he deus respontet prim. Ha neuze ? Ha graet ganti, an deiz-se, ar fari ne oa ket posubl dezhi ober ? Fari ar vamm, fari ar plac'h a vicher ? Setu aze un amprou ag ar re ziaesañ : soñjal enni he-hunan pe soñjal en nesañ, amañ he familh, he bugale. Dilezel e hunvreoù a c'houlenn nerzh-kalon gant an den. Rankoud a ra dezhañ en em anavoud un tammig evid gouied perag e ra an dra-mañ-tra, perag e choaz an hent-mañ-hent. Ar vuhez, liez a-walc'h, a gennig ar respont. Jean-Claude Le Ruyet.20150515b.119D.SIN-150515-L'ÉPREUVE.docx L'ÉPREUVE Ur film sevenet gant : Erik Poppe (2013). Gant : Juliette Binoche, Nikolaj Coster-Waldau. Ar re a vourr é weled Juliette Binoche er sinema a gavo ouzhpenn o lod gant ar film-mañ daet er-maez daou vloaz so. Unan ag he roloù bravañ marse, beteg bremañ, rag e barr he brud ema Juliette Binoche amañ, e barr hec'h ampartiz da voud an heni a rank boud hervez ar senario. Hi zo ar vamm hag a gar he bugale, ar bried hag a gar he gwaz. Mez hi zo ive fotograferez tachadoù brezel ar bed, ar vaouez he deus c'hoant d'ober ar pezh a gar ag he buhez, ar pezh he deus choazet hag a blij dezhi, dreist-muzul marse. Ha dre he dremm leun ar skramm gantañ, dre he fas hag e fiñvadennigoù, dre he selloù, eeun pe dizeeun, dre krenadennoù he diwweuz, e ro an aktorez dimp da santoud he bed diabarzh, da zivinañ ar stourm a zo enni evid derc'hel war he hent dezhi an tri pe pewar jao a stlej he c'harr. An titl, L'épreuve, "an Amprou", a zegas da veur a amprou e gwirionez, mez an oll anezhe ned aont d'ober nemed unan, a-benn ar fin. Ema Rebecca ur plac'h un daou-ugent vloaz bennag. Daet eo da voud unan ag ar pemp kazetenner-brezel brudetañ hon planedenn. Ar pezh a vern dezhi zo moned an tostañ ma c'hell douzh an tachadoù lec'h ma vez an dud douzh en em lazhañ e mod pe vod. Tostaad a ra douzh terroristed Kaboul pe Bagdad, douzh an dienez er c'hampoù repuidi. Gant an adrenalin a red en he gwazhiad eh a ataw. Ar pezh a vez é klask kousto pe gousto, ouzhpenn-se. Ha baraka ganti dalbezh, da lâred eo chañs, beteg an deiz-se ma tarzh ur vombenn just etalti, ha hi gloazet ha distro d'ar gêr, distro d'he familh. Setu re evid he gwaz hag o diw verc'h, dreist-oll evid an heni goshañ, krennardez yaouank. Penaoz e c'hello Rebecca lakaad e peuc'h he c'hoantoù kontrel ? Penaoz akordiñ toud ar pezh a zo saour he buhez : he micher dañjeruz, ken divoutin ha ken gloriuz, mez ive he familh, he mignoned ? Petra 'ta he laka da foetiñ bro dalc'hmat e-risk a goll he buhez da beb termen ? Roiñ d'ar bed d'anavoud stad truezuz an traoù ? Roiñ da ouied, d'ar re hag a gousk c'hweg bemnoz en o gweleioù klouar hag a zebr o gwalc'h bemdez-Doue, ar pezh a zegouezh er-maez, er broioù pell ha ken tost war-un-dro ? Soñjomp e portredoù Delgado. Soñjomp e kelaouadennoù tud kaloneg a-walc'h evid kas dimp fotoioù ag an Irak, ag ar Siri, ag an Afghanistan pe an Dombas. An dober a ouied a c'houlenn ma sav tud prest da destenïañ. Ur goulenn eo, ur goulenn ag ar gevredigezh partoud er bed. Setu perag e prenomp kazetennoù. Setu perag e vourromp é chelaou douzh an doereioù ha selled douzh ar journalioù-tele... Daoust d'an traoù-se e rank Rebecca gouied petra eo motor he buhez, petra eo nerzh hec'h ivoul vicherel, petra he laka da fichal bepred ha da voned da zarempredañ an dañjer. Micherioù a-sort-se a jaoj da dud difamilh, gant an diasur e vez peb kevredi, peb mision. Mez daw eo dezhi kontiñ gant he gwaz hag he merc'hed. Ha tra ma sav he gwaz enebti e chom sourprenet Rebecca, ha fier sur a-walc'h, gant c'hoant he merc'h vrasañ da voned d'ar C'henia ganti, evid komz ag ar veaj-se en he skolaj goude. Merc'h he mamm eo Katell ! Pandeogwir ema ar veaj-se dindan beli an ONU, ha sañset dizañjer, eh asant an tad o leuskel o diw da voned du-hont. Mez pa dro an traoù da fall n'hell ket Rebecca parraad douzh he gwad a verviñ, daoust d'he merc'h tost. Piw e oa-hi war an dachenn neuze : ar vamm é vale en Afrik gant he merc'h yaouank, pe ar gazetennerez e-kreiz turmud ar bed ? Hec'h anienn aze he deus respontet prim. Ha neuze ? Ha graet ganti, an deiz-se, ar fari ne oa ket posubl dezhi ober ? Fari ar vamm, fari ar plac'h a vicher ? Setu aze un amprou ag ar re ziaesañ : soñjal enni he-hunan pe soñjal en nesañ, amañ he familh, he bugale. Dilezel e hunvreoù a c'houlenn nerzh-kalon gant an den. Rankoud a ra dezhañ en em anavoud un tammig evid gouied perag e ra an dra-mañ-tra, perag e choaz an hent-mañ-hent. Ar vuhez, liez a-walc'h, a gennig ar respont. Jean-Claude Le Ruyet.20150515b.119D.v
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio