Sizhunvezh ar Mor Bihan : ur mor a dud !
Eizhvet sizhunvezh ar Mor Bihan oa dalc'het ar sizhun dremenet.
Bep daou vloaz vez savet da lakaat war-wel glad mor ar vro ha dreist-holl ar bagoù hengounel. Ar bloaz-mañ e oa bet pedet bro Kroatia da zont da ginnig o bagoù dre-lienn neuze gant liennoù stumm "latine". Disadorn e oa klozet ar sizhunvezh gant un dibunadeg vras. An digarez evit tud skolaj diwan ar mor bihan da vonet war vor ivez. Ur redadeg palroenviñ o deus savet etre an Arvor Baien ha porzh Gwened. Dek akipaj o deus kemeret perzh en holl. Vel Divi ha Renan. Emaint o daou ouzh mikro Yaelle ar Mouel.