10 vlez Skol Gouren Pondi
'benn disadorn e vo lidet dek vlez klub Skol Gouren Pondi.
Savet e oa bet diàr youl meur a familh er c'hornad. Bremañ eh eus un hanterkant bennak a c'hourenerion perzh e meur a rummad. Daou zevezh a vo aozet get ar c'hlub da lidiñ an dek vlez-mañ, an hani ketañ 'benn disadorn tro dro da vro Iwerzhon hag an eil 'benn miz Mezhewen ma vo pedet kluboù gourenoù arall. Domitille André eo sekretourez ar gevredigezh Skol Gouren Pondi. Lâret a ra deomp pelloc'h.