Dilennadegoù dept: disoc'hoù "Ni hi savo Breizh" e Plabenneg
Gant "Ni ho savo Breizh" 'oa pemp listenn war ar renk e Penn-ar-Bed, dec'h. Ar wech kentañ 'oa eus are strollad politikel mañ da geñver an dilennadegoù e live departamant. Kristian Troadeg ha Corinne Nicole, 'ba Karaez, 'neunt dastumet 35,56% eus ar mouezhioù 'ba kanton Karaez. Plaset mat emaint araok an eil tro. Surmat n'eo ket ken brudet an danvez dilennidi all 'ba "Ni ho savo Breizh". Met memestra eo deuet a-benn ar c'houplad Lavanant-Perrot d'en dennañ madig. Selaouomp Joelle Perrot gant Erwan Blanchard.