un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi
Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.
Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.