en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 68 : Ar prog rock 3

Larsen ha Mediator 68 : Ar prog rock 3

Fougaser, pompadus, iskis, digomprenus, otus, setu lod eus an anvioù-gwan a c’heller
klevet pa gomzer eus ar prog rock. Ha n’eo ket faos penn da benn, ret eo e anzav. Techet e
vefen da ouzhpennañ dic’houzañvus a wechoù met... met ivez leun a faltazi, a ijin gant
sonerien dornet abominapl. Tout se eo ar prog rock ! Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha
Mediator hor beaj er prog rock saoz gant strolladoù aesoc’h da selaou, strolladoù a gavo o
flas er charts, e-keit ha ma toulle al luskad e vez e-kreiz ar Seventies !


Playlist :
- Jethro Tull : Cross Eyed Mary
- Supertramp : School
- Alan Parsons Project : The Raven
- Barclay James Harvest : May Day
- The Sex Pistols : Pretty Vacant
- Atersadenn Steve Howe : tennet eus « Timeshift : ar prog rock », diellfilm gant BBC 4 e
2003.
- Peter Gabriel : Sledgehammer (tennad son)
- Genesis : Paperlate (tennad son)
- Yes : Owner of a Lonely Heart (tennad son)
- Emerson Lake and Palmer : Paper Blood


Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio