en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Erer Kozh 2018: lañset eo ar gouel!

Erer Kozh 2018: lañset eo ar gouel!

Setu un abadenn àr-eeun hag Karaez, kaset get animatourion ar radioioù e brezhoneg, kelennerion ha liseidi Karaez. Un euriad bemdeiz àg ar gwener beteg ar sul da reiñ deoc'h un tañvañ àg brasañ gouel Breizh. Julien Marzin a labour evit ar Fiselerezh, asamblez get tud all e ra àr-dro leurenn Gwernig Gouel an Erer Kozh, deuet eo da eskemm e-pad an abadenn, a-zivoud ar leurenn ispisial-se hag a ro an tu d'an arvesterion dont da welet strolladoù brav n'int ket anavezet e Breizh. Selaouit da 5' en enrolladenn a-us. Frañsoaz Nyssen, ministrez ar sevenadur e gouarnamant bro Frañs a zo deuet beteg Karaez, setu m'o deus sourmerion evit ar brezhoneg en em vodet e kreiz-kêr Karaez digwener vitin, ha goulennet un emgav ganti. Muioc'h da c'houzout adal 16' get reportaj Tunvezh Wloagen-Grandjean. Bollywood, setu tem an Erer Kozh ar bloaz 'mañ, hag ar strollad n'oe sonet an hini gentañ diriaou a zo Olli and the Bollywood Orchestra. Setu ur raktres get Ollivier Leroy ha sonerion àg ar Stadoù-Unanet hag deus India. Aterset hon oe anezho e saozneg, troet an traoù e brezhoneg, da 26'. Skipailh lise Diwan n'oe labouret start ar bloaz 'mañ, ha Jeanne, Dewi, Maina ha Janette a zo aet a-hed ar festival da zastum mouezhioù an dud. Heñchet e oent get Yann-Ildut Galliou ha Tangi An Drev, kelennerion àr ar brezhoneg hag ar fizik-kimiezh, bet cheñchet kasketenn evit 4 devezh da vezañ reportajourion radio. Dom Duff n'oe darempredet gete. Aet int ivez da welet Paolig, Anna ha Lomig, arvesterion er gouel. Selaouit da 35'. Yann-Bêr Gwiader n'oe tapet e enroller ivez da vont da welet bochad tud er gouel, en o zouez Vincent Abaziou, eil-maer en ti-kêr Karaez. Setu un doare da zistreiñ àr istoer ar gouel hag e blas er vro. Selaouit an atersadenn da 46'. Un abadenn kinniget get RKB, RBG ha Radio Kerne.

Gouel an Erer Kozh 2018

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio