en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Al loened a felle dezho ober tro ar bed

Al loened a felle dezho ober tro ar bed

"Al loened a felle dezho ober tro ar bed", ur gontadenn bet azasaet gant skolidi CP ha CE1 Georges Brassens e Langidig e kerzh ar bloavezh skol 2020- 2021. Ken-grouet eo bet a gevret gant Daniel Carré, eus Ti Douar Alre. Daniel Carre a zo deuet teir gwech ar skol evit kas da benn ar raktres kontadennoù. Da gentañ en eus kontet ar gontadenn hengounel bet klevet gantañ gant Jud Paboul a vBaod. Labouret eo bet er c'hlas evit deskiñ kontañ, klask trouzioù, labourat ar mouezioù hag an distagadur. Ijinet ha kemmet eo bet un nebued elfennoù eus an istor a-benn ma glotfe gant ar vuhez a-vremañ, gant buhez ar vugale. Skeudennaouet eo bet ar gontadenn evit krouiñ un aergelc'h ha lakaat ar selaouerien en istor (dre ma n'eo ket bet posubl kinnig ar gontadenn dirak ar gerent). Daniel Carré a zo deuet en-dro div wech er skol evit pinvidikaat ha magañ ar gontadenn. Ur raktres fiskal eo bet evit mont war raok e brezhoneg gant ar skolidi. Gant mouezhioù: Laly, Mila, Andrea, Shana, Martin, Nathan, Lena, Lilian, Harmonie, Myla, Emeline, Maiwenn, Mattéo.

Ar Big a Gan

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio