Kouezhet eo kastell ar re Rohan ba Pondi.
Ar gwall-amzer ha dreist-holl ar glav eo hag a zo en taol en darvoud. Savet e oa bet ar c'hastell er 15vet kanvet get Jean II Rohan. Hiziv an deiz emañ c'hoazh Josselin de Rohan perc'henn ag ar c'hastell mes feurmet e vez da gêr-Pondi evit sevel darvoudoù ennoñ. Dec'h e oa daet archideded savadurioù frans ha hreveze e vo moaien adkempenn ar vangoer hag a zo fondet. Tost eo kalon ar Bondiiz doc'h ar c'hastell-mañ, savadur kozhañ ar gêr. Jorj Belz a ouia mat a istoer Pondi, hiroc'h en deus lâret da Yaëlle ar Mouel.