Ur vanifestadeg evit difenn an diforc'hañ en Europa
Planning Familial Penn ar Bed a souteno maouezed Bro Spagn disadorn. E Madrid e vo aozet ur vanifestadeg evit stourm 'vit ma vefe miret ar gwir da ziforc'hañ hep skoil. E miz Kerzu tremenet en eus gouarnamant Spagn dibabet nulañ al lezenn a aotree an diforc'hañ. Daou emgav a vo dalc'het e Brest hag e Douarnenez; un digarez da lakaat war-wel gwirioù ar merc'hed ha dreist-holl ar gwir da zibab etre kaout ur bugel pe get. Morgan Lever-Crue, amiegez e Kastellin he deus roet he soñj din bremaik.