Stummoù nevez Brito 'zo embannet
Stummoù nevez d'ar Brito a zo o paouez bezañ embannet. Ar fond lizherennaoueg awenet gant istor ar broioù kelt a vez gwelet muioc'h-mui bremañ war skritelloù, filmoù kinnig, kelaouennoù hag all, ha gant stummoù nevez e c'heller bremañ ledanaat e implij. Fañch an Henaff, krouer ar Brito e 1997 a blij dezhañ eskemm gant an dud a ra implij deus ar fond. E Brest e oa bet diskouezet stummoù nevez ar Brito. Selaouomp e soñj. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.