Bonedoù ruz : ur c'huzul nevez e Bro Douarnenez
E Douarnenez ha tro-war-dro 'zo ur c'huzul nevez evit ar bonedoù ruz o paouez bezañ savet. Digwener e oa bet dalc'het an emvod kentañ, un digarez d'ober anaoudegezh an eil gant egile ha da ginnig e glemmoù pe e zoleañsoù. A-benn an 8 a viz Meurzh en em gavo an holl vonedoù ruz e Montroulez, evit souten al labour e Breizh.
Nikolaz Moullec a ra war-dro kuzul Douarnenez. Roet 'n eus e soñj da Gatell Uguen.