Un delwenn e enor Añjela Duval
'Benn disul 'vo lid da reiñ enor da Añjela Duval er C'houerc'had, ma oa o vevañ. Tregont vloaz zo 'oa aet ar beizantez-varzhez da anaon. Troc'her-buzhug 'oa he micher, war a lâre, met unan deus ar re varrekañ o vezañ skrivet e brezhoneg er c'hantved diwezhañ. Pennañ tra zo tout zo bet savet un delwenn dionti, a-vent ganti, hag a vo dizoloet 'benn disul 'ta. Bastien Gwilhoù zo bet e penn ar raktres, lâret 'ra deomp penaos 'oa deut ar soñj da sevel un delwenn. Gant Tudual Karluer.