Lakaat c'hoarioù ha sportoù mod ar vro da vout anavet ba glad an Unesco.
Setu get petra emañ okupet bras tud ar Falsab ha Bodadeg ar Gouren. Àr un dro deus n'um lakaet evit labourat ha kas an teuliad ponner-mañ da benn. E-raog kas an teuliad da ministererezh ar sevanadur a zougo an traoù dirak an Unesco, emañ ret renabliñ peseurt pouez neus an c'hoarioù hag ar sportoù hengounel a vreizh ba buhez an dud. Prezidant bodadeg ar gouren eo Erwan Evennou. Hiroc'h e tisplega deomp doh mikro Yaëlle ar Mouel.