àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Distruj bras gant ar gorventenn e Bro Gembre

Distruj bras gant ar gorventenn e Bro Gembre

Tapet eo bet aodoù kornôg Bro Gembre gant ur gorventenn digwener tremenet. Distruj bras a zo, dreist-holl e Aberyswyth. An hent-bale war-vord ar mor a zo bet drailhet dre m'eo bet frailhet reier ar voger hag an diazezoù. Dour-beuz a zo bet en tiez, maen ouzh ar prenistri, kement m'o deus ranket ouzhpenn 1000 den kuitaat o zi. Ur barrad amzer-fall a zo gortozet hiziv c'hoazh setu m'emañ ar rannvro a-bezh o klask talañ deus ar gwagennoù-uhel a c'hellfe dont en-dro. Bronwen Morgan a zo e penn ar rannvro Ceredigion, e lec'h ma 'z eus bet ar muiañ a zistruj. Displeget he deus pelloc'h dre bellgomz da Gatell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio