C'hwerty : un douchennaoueg e brezhoneg evit ar pellgomzioù hezoug hag an tabletennoù
Un elfenn nevez a zo o paouez bezañ embannet gant al lec'hienn Difetis, brudet evit bezañ roet lañs d'an e-books e brezhoneg. Ar poellad kentañ e brezhoneg a zo o paouez bezañ lañset neuze, C'hwerty e anv. An douchennaoueg vrezhonek a c'heller pellgargañ dre Google Play ha staliañ anezhañ war ar pellgomzerezhioù hezoug pe an tabletennoù.
Visant Pincemin, krouer Difetis, en eus displeget hiroc'h da Gatell Uguen.