Marc'had nedeleg en ti-feurm a vo 'benn disul e Brieg
A-benn disul e vo aozet ur marc'had Nedeleg e ti-feurm Sant Seleia e Brieg. A-hed an deiz e c'hello an holl dizoloiñ ha prenañ boued lipous ar vro. Sapined a vo da werzhañ, chokolad, avu-dru pe c'hoazh istr ha maligorned. René ha Françoise Pétillon a werzh ivez charkuterezh ha kig moc'h desavet e Sant Seleia, ul lec'h kaer lec'hiet war an hent-kozh etre Kemper ha bourk Brieg.
René Pétillon 'n eus kontet hiroc'h din.
War ar bloaz e c'heller ivez prenañ kig deus Sant Seleia pe feurmiñ ur gîte 'vit ur pennad. An holl ditouroù a zo da gaout war al lec'hienn : gitesaintececile.com