Treuzkas 'ra Annie Ebrel kanaouennoù brezhonek d'an holl remziadoù
En abardaez-mañ e oa Annie Ebrel e Pennmarc'h evit kanañ ha lakaat eskemm etre ar remziadoù. Da geñver he abadenn nevez "Le Chant des Soupirs" he deus kejet ar ganerez gant annezidi ti-retred Menez Kergoff ha skolidi divyezhek Ploeur. Un atalier treuzkas kanaouennoù brezhonek neuze, graet evit kas levenez e kalonoù ar re vras hag ar re vihan.
Katell Uguen he deus dastumet soñjoù Annie Ebrel.