àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Taol-Kurun: an ugent vloaz 'vo lidety 'benn miz Genver

Taol-Kurun: an ugent vloaz 'vo lidety 'benn miz Genver

Adalek ar 14 betek an 30 a viz Genver e vo roet ton da 20vet festival Taol Kurun e korn-bro Gemperle. A-benn sikour ar skol Diwan e oa bet krouet ar gouel e 1995 hag e 2006 e vode holl gumunioù ar (c'h)Cocopaq. A-drugarez d'ar festival-se eo bet kaset ar brezhoneg war-raok ; dre 5 eo lieskementet an niver a vugale oc'h ober gant ar yezh e korn-bro Gemperle e-doug an 20 vloaz tremenet. Liesseurt e vez ar festival Taol-Kurun gant sonadegoù, prezegennoù, krouidigezhioù, stajoù hag all. Un dro gaer evit Fanny Chauffin hag a reno ar gouel evit ar wech diwezhañ 'benn ur miz. Kontet he deus hiroc'h da Gatell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio