Keleier 5:30
@@@Adembannet eo "Du kafe, vous aurez" e ti Emgleo Breiz.@@@
Gwraet 'oa bet berzh bras get ar levr «les bretonnismes » get Herve Lossec. Met ne oa ket an hani kentañ é labourat àr an danvez-mañ 'vat. En 2002 'oa daet ur levr er-maez dija get Jean Le Du, bet kelenner e skol-veur Brest. Disoc'h ur labour dastum troioù-lâret gallek e Breizh Izel, daou-ugent vlez 'pad. Jean An Du, ar skrivagner, a lâr deomp petra eo an danvez a d'ober anezhoñ, doh mikro Tudual Karluer.
@@@60 vlez 'zo oa savet ar Gevrenn Alre.@@@
Get ur skol sonerezh da getañ ha tamm ha tamm neus tapet ar sonerion ur live uhel, ha meur a briz da heul. Sonerion a galité zo tremenet dre ar bagad èl Roland Becker, Arnaud Ciapolino pe c'hoarh Fabrice Lothodé zo penn-soner. 200 a dud a gemera perzh er gevrenn hiziv, evit dañsal pe soniñ. Tangi Peñsec a zo soner biniou braz er bagad.
an atersenn