sue le chemin de l'école
SUR LE CHEMIN DE L'ECOLE/war hent ar skol
Un teulfilm sevenet gant : Pascal Plisson (2013).
Gant aktored dianav.
Daw e vehe d'an oll re na gavont ket plijuz moned d'ar skol (hag ar re arall ive) moned da weled ar film-mañ hag a ro meuleudi d'an c'hoant-deskiñ, d'an c'hoant moned d'ar skol evid tostaad douzh ar c'houiañs. Moned d'ar skol kousto pe gousto, edan peb amzer, heb kontiñ e boan, en despet da zañjerioù an hent.
Heuliañ a raomp amañ, ha dre vroioù braw-braw, pewar rummad bugale war an hent hir-mat a rankont ober beb mitin, evid lod, kent arru en o zier-skol.
Da gentañ e heuliomp Jackson hag e c'hoar er C'henya. Abred-abred e savont o daou evid moned en hent a-hed ar bemzeg kilometr bennag o c'haso da saludiñ drapell o bro. N'ankoua ket o zad o bennigañ e-raog o leuskel da achap. Peder euriad-hent, soñjit 'ta, a-dreuz brouskoad, a-dreuz bro an olifanted na garont ket boud direnket, dreist-oll pa vez o re vihan gante.
Daomp bremañ beteg ar Marok, en Atlas, lec'h ma vew Zahira hag he c'hamaradezed, o zeir ouzhpenn ugent kilometr d'ober beb lun evid gelliñ studial ar peurrest ag ar sizhun en o skolaj.
Ha setu c'hoazh Carlos hag e c'hoarig hag a ya d'ar skol o daou asambl war gein ar memez jao, triwec'h kilometr d'ober e kreiz ar Patagoni, en Arjañtin (pe e Bro Arc'hantina mar kavit gwell).
Mez ar re fromusañ marse zo Samuel hag e zaou vreur, e Bro India. An tri-mañ n'o deus nemed pewar c'hilometr d'ober beb mitin, hag un euriad ha kard e pad o beaj. Mez dre m'ema handikapet Samuel, dre m'ema strobet, e rank e zaou vreur tennañ pe poulsañ war e gadoer-rodeg evid ma c'hello deskiñ ive ha doned da voud medisinour un deiz bennag, pa vo braz, evid aesaad buhez ar vugale strobet eveltañ. Setu e c'hoant.
Setu aze ur wir gentel a vuhez. Ken pell m'ema ar modoù-ober-se evidimp hiziw ma c'hellehemp krediñ n'eo ket 'med sinema. Mez gwir eo nawazh. Pa oan-me bihan er skol em boa anavet unan a ma c'hlasad hag a gerzhe seizh kilometr bemdez, ha gant e votoù-koad ouzhpenn, kement-se evid doned da azezañ etaldin. Hag ar memez hent d'ober e sañs kontrel bemnoz evel-just. Me, d'an amzer-se, e oan é chom ur pewar c'hant metr bennag ag an ti-skol hebkén.
Hiziw, en hon broioù, ne vez ket mui laosket ar vugale da voned d'ar skol o-hunan. Daw eo d'o mammoù o c'has ha d'o degas, a pa vehe tri c'hant metr d'ober. N'eus nemed selled douzh toud an otoiadoù hag a arru dirag peb ti-skol da naw eur 'med deg ha da beder eur hanter c'hoazh... Hag e diabarzh an otoioù-se e ranker azezañ ar vugale e kadoerioù ispisial hag o stagañ enne ouzhpenn kement-se c'hoazh !
Nawazh ne oa ket e-mod-se gwezharall ganimp naket : hir e veze an hent da veur a unan. Ne lâran ket e veze gwell gwezharall. Mez ankouaad a raomp marse e oa ar skol alc'hwez an dazont evid ar gerent. Rac'h pe dost a gonte warni evid tennañ o bugale ag ar vuhez stard a oa o heni. Hag ar rmemez tra a welomp er film-mañ : n'eo ket a-gaoz m'ema pell an ti-skol e kav ar gerent aze digarez da c'houarn o bugale er gêr. Ha gwazh aze mard eo dañjeruz an hent (hag ema) : pouezusoc'h eo an deskamant da dapoud, pouezusoc'h ar skol eged ar risk war an hent. Setu aze ur gwir bal da dizhoud : un deskamant, evid kuitaad buhez vizeruz o c'herent.
Hag e fin ar film, pa zesk an arvesterion petra ema daet ar vugale-se da voud goude boud graet kement a strivoù, e kuitaont sal ar sinema, digor-kàer o c'halonoù war dazont an denelezh.
Jean-Claude Le Ruyet.20131205b.