àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

LA MAISON TELLIER "Beauté pour tous" (2013) 1/5

LA MAISON TELLIER "Beauté pour tous" (2013) 1/5

Ur gwir breuriezh ew La Maison Tellier, savet da gentañ ged Helmut ha Raoul Tellier e 2004, ba Rouen, edan banniel ar folk-rock elektro-kountry. Gete ema arru an tri breur arall : Léopold (trompilh), Alphonse (gourrebed) hag Alexandre (batri), hag embannet gete e 2006 o hentañ albom. A-houde eh eus bet Second souffle e 2007 ha L'art de la fugue e 2010. Ar blez-mañ e kennigant o federved pladenn : Beauté pour tous, e galleg penn-dre-benn. Ni zigora an disk ged ar single "Sur un volcan", ur lusk afrikan hag un tem humanist. Chom a ra tost lies mouezh Helmut doh kani Bertrand Cantat ("Les beaux quartiers"), ha klotiñ a ra mad ged posiow kisellet ar strollad, añgajet lies (ba "Un bon Français" ne ouier ket re ma komser a vare Vichy pe an amser a-vremañ...), sorbiennow modern, geriow simpl ha eeun ("Love boat"), ur stil personel levesonet ged ar sinema, èl ur western a Normandi. Tiomm ew ar son, rust hag akoustik, tredanel ha teñwel àr-un-dro, puissant bepred. Beauté pour tous, an titl-mañ so gwir, ha diskoueziñ a ra penaos n'ew ket waet da get mammenn ar hanennow gall : d'ar hontrel eh eus hoazh hentow newez da gemer. La Maison Tellier deus kavet unan braw, ged aer fresk, ha ster dreist-oll. LÉO FERRÉ "Vingt ans" in EP 20 ans (1961 . Barclay) IAM "Si j'avais 20 ans" in ...IAM (2013 . Def Jam) DA SILVA "20 ans" in Villa rosa (2013 . PIAS) GRAND CORPS MALADE "Funambule" in Funambule (2013 . Believe) ÉTIENNE DAHO "La peau dure" in Les chansons de l'innocence retrouvée (2013 . Polydor) GAËTAN ROUSSEL "Éolienne" in Orpailleur (2013 . Barclay) LA MAISON TELLIER "Sur un volcan" in Beauté pour tous (2013 . At(h)ome) Liammow an deiz : > La Maison Tellier hag > IAM > Da Silva > Léo Ferré > Étienne Daho > Gaëtan Roussel > Grand Corps Malade
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio