Manif ar sindikadoù 'ba Breizh: 8000 den war ar straedoù
Disadorn 'oa manifestet evit difenn an implij hag al labour e Breizh. En Oriant, Montroulez, Sant Brieg ha Roazon, 'oa bet bodet war-dro da 8000 a dud, diwar galv ar sindikadoù gopridi, nemet FO. Ur ger-stur a oa diskouez na oant ket touellet gant ar bonedoù ruz, kaset gant patroned peurliesañ, diouzh ali ar sindikalourien. E Montroulez 'oa etre 3000 ha 5000 a dud war ar straedoù. Selaouomp André Garz, zo o labourat evit CFDT Breizh, o tisplegañ petra 'oa pal an devezh. Met en e raok eo DD l'Abeillaud 'vo klevet o lâret deomp perak 'oa o vanifestiñ disadorn.
Ur reportaj gant Tudual Karluer.