20 vloaz eo Eskell an Elorn!
20 vloaz kelc'h keltiek Landerne 'vo lidet 'kerzh ar week-end mañ gant ur fest-noz 'benn arc'hoazh hag un arvest dañs 'benn disul. Bodet 'vo an 200 ezel koulz hag ar re gozh evel just! Dindan 20 vloaz eo aet ar c'helc'h war raok betek en em gavout, ar bloaz mañ, 'ba live uhelañ ar c'hampionadoù aozet gant Kendalc'h. Selaouomp Maurice Mingam, dañsour 'bar c'helc'h abaoe 17 vloaz. Emañ ouzh mikmik Erwan Blanchard.