Evit an ekotaos emañ ar re C'hlas
E-kerz ar week-end 'oa dalc'het 'ba Montroulez Emvod Meur rannvroel EELV ha Kendalc'h digreizennet ar strollad 'vit dibab pevar dileuriad da gas d'ar C'huzul kevreadel Frañs. Un digarez da deurel un tamm sell gant Olwen Denez, ezel eus EELV, war an darvoudoù 'ba Breizh ha war ar manifestadegoù a-enep d'an ekotaos, da skouer. Un ekotaos 'zo soutenet gant ar C'hlas. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.