àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kameraoù evezhiañ e kêr : Ya pe Nann ? Galvet eo tud Kemperle da votiñ

Kameraoù evezhiañ e kêr : Ya pe Nann ? Galvet eo tud Kemperle da votiñ

'Benn disul e vo dalc'het ur referendum lec'hel e Kemperle evit ar wech kentañ. Aozet eo gant an ti-kêr, a c'houlenno e ali d'ar boblañs war ar fed da staliañ kameraoù evezhiañ e kêr. Daou emvod foran zo bet evit kelaouiñ annezidi ar gumun hag un emvod all zo bet e pep karter. Met re nebeud a ditouroù a zo gant an dud war ar raktres daoust da-se, eme Cécile Flouret, ur gemperleadez. Selaoump anezhi.


Cécile Flouret, annezadez eus Kemperle, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. 9000 den a zo galvet da votiñ disul, etre 8e ha 6e. Div folenn, skrivet « ya » pe « Nann » warne, a c'hello an dud dibab. Er sal Benoite Groult e vo an dek burev vot. Pep voter ha voterez a rank dont gant ur baperenn identelezh. Rankout a raio an div drederenn deus ar voterien kemer perzh evit ma vo kadarnaet an dilennadegoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio