àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Referendom war ar videoevezhiañ e Kemperle

'Benn disul e vo dalc'het ur referendum lec'hel e Kemperle evit ar wech kentañ. Aozet eo gant an ti-kêr, a c'houlenno e ali d'ar boblañs war ar fed da staliañ kameraoù evezhiañ e kêr. Daou emvod foran zo bet evit kelaouiñ annezidi ar gumun hag un emvod all zo bet e pep karter. Met re nebeud a ditouroù a zo gant an dud war ar raktres daoust da-se, eme Cécile Flouret, ur gemperleadez.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Yaouank / RN : ar strollegezhioù lec'hel ha rannvroel skoaz-ouzh-skoaz ouzh Yaouank

Ha daoust hag-eñ e c’hell an arzourien pe tud ar publik embann savpoentoù politikel ? An RN n’eo ket evit degemer an dra-se, d’an nebeutañ pa vez embannet soñjoù a enep dezho. Julien Masson mouezh aotreet an RN e Roazhon neus embannet dilun e kondaone ar festival Yaouank, paozioù ar strollad kan ha diskan Dixit, hag al lugan Siamo Tutti Antifascisti, Nim zo holl enepfaskourien en italianeg oa bet kanet gant tud ar publik ‘pad sonadeg Ndiaz a sone ‘sambles gant Plouz ha Foen. Gourdrouzet neus ivez an RN chom hep votiñ ar yalc’hadoù evit Yaouank da vare ur polemik bet kaset gant Marine Le Pen noa embannet e vije dilemmet yalc’hadoù an LDH ma vije dilennet e penn ar stad c’hall peogwir vefent gaochisted tout hervezi. Ac’hanterien pennañ ar festival, da lavaret eo Meurgêr Roazhon, Departamant Il ha Gwilen ha Kuzul Rannvro Breizh neunt embannet ur gemennadenn voutin e kenskoazell gant skipailh Yaouank ha Skeudenn Bro Roazhon, selaouomp diouzhtu Denez Marchand Bez-Prezidant departamant Il ha Gwilen e karg deus ar sevenadur ...

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Fest an Denelezh e Lannarstêr

Fest l’huma, pe fest an denelezh n’eo ket hepken kostez Pariz ! An dibenn sizhun é tonet e vo ivez deus fest-se e Lannarstêr, chouk d’an Oriant. Evit ar 35vet gwezh e aoza ar strollad komunour PCF an darvoud a lakaa asambl politkerezh ha sevenadur. Chloé a zo a volonte vat. Kontiñ a ra deomp deus program ar fest.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :

  • Distro Carles Puidgemont, prezidant bet Generalitat Katalonia da vBarselona

  • Krog eo an deskadurezh stad da gastizañ al liseidi o stourm

  • Krogadoù melldroad an dibenn sizhun e Lig 1 melldroad ar baotred

  • 8vet tro kip Frañs : Skipailhoù Breizh a vo war an dachenn

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio