Awel em Fenn - Yaou 26 a viz Kala-gouiañv
Barzh an abadenn-mañ, plas d'a Bennad Kaoz ar Sizhun da gentañ, get Iffig Guyomarc'h doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh! Komz a ra muioc'h ag e vicher en e veingleuz e Plevin.
Denez Nignol zo distro en e gronikenn Glazadur - kontiñ a ra penaos emañ paset an hañv en e jardrin.
Guigner Bauché en deus aterset Tanguy Mahéo: ar paotr-mañ en doe desket brezhoneg ur blez 'zo nemetken, mes chetu eñ dija é ober kentelioù!
Ha Keleier ar Vro a vez kaset get Anton Burel