àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

5400 dañserez ha dañser 'ba fest-noz Yaouank!

Disadorn e oa fest-noz brasañ Breizh, setu e oa miliadoù a dud a oa bodet ba sal ar Frankiz e Roazhon evit Fest Noz Yaouank evit kaout tro da welet strolladoù pennañ sonerezh Breizh ‘vel Fleuve, Dixit pe Ndiaz. Ur roll a arzourien noa desachet an dud d’ar fest-noz ha lakaet anezho da zañsal betek tost peder eur beure. penaos eo tremenet an traoù war blas gant an dañserien pe an arvesterien ? Selaouomp diouzhtu Awen Charlez ha Bleuenn ... Ur reportaj gant Anton Burel.

N'Diaz ' neus kinniget e album nevez da geñver fest-noz Yaouank!

Leun chouk e oa nozvezh Fest-noz Yaouank disadorn, desachet e oa bet an dud gant an arzourien a oa bet programmet kement ha ma ne chome plas ebet da werzhañ war blas adalek ur serten eur. E-mesk ar strolladoù neus graet berzh war al leurenn e oa ‘Ndiaz a oa deuet da ginnig e pedervet bladenn Eurioù Gwenn embannet gant Paker prod. Guest star oa bet pedet gantañ evit dont da seniñ pe da ganañ gant sonerien Ndiaz, Selaouomp diouzhtu Yann Le Corre ezel deus ar strollad. Emañ gant Anton Burel.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Ar c'hwec'hvet devezh stourm sokial 'oa dalc'het disadorn: 5000 manifestour c'hoazh 'ba Roazhon ha 'ban Naoned

  • 300 manifestour o vanifestiñ ouzh al lkabourioù evit kenderc'hel da sevel 11 km a RN 164

  • Serret eo ti gwilioudiñ Ospital Landerne evit an eil gwech ar miz mañ

  • Salud nazi, pozioù gouenelour, poltred ur bugel noaz: danvez un enklask kaset gant le Parisien 'ba ur skol da stummañ ofiserien Polis

  • Cop 32: disoc'h eo ha 'neus bet sinet emglev ebet

  • 99% eus douaroù Gaza zo saotret gaozen d'ar brezel


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio