àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier d'ar Gwener 20 a viz Du 2026

Keleier d'ar Gwener 20 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ar Stroll Less beton zo o vont da vanifestiñ 'ba Mur

Kalzig eo bet daleet al labourioù war an RN 164, an hent bras e kreiz ar vro. E 1969 e oa bet prometet an hent-se gant ar Jeneral de Gaulles ha n'eo ket achu c'hoazh sevel anezhañ penn-da-benn, etre Kastellin ha Roazhon. Dek vloaz 'zo bremañ eo aet fonnusoc'h an traoù memestra. Ar bloaz paseet e oa achuet sevel ul lodenn all e-kichenn Merdrigneg. Bremañ ne chom nemet ur seksion ken, hini Gwerledan, etre Kaorel ha Sant Karadeg. Met pemzekteiz 'zo eo komañset al labourioù ha krog pilañ ar gwez war vord an hent. Ur strollad tud a zo en em vodet tri bloaz 'zo evit klask enebiñ ouzh ar projed-se, Collectif Less' Béton e anv. Gantañ e vo graet un tamm manifestadeg a-benn disadorn da 2e e Mur, e-kichenn pont ar Goleron. Matthieu Appriou, mouezh vrezhonek Less' Béton, aterset gant Benjamin Bouard.

Douaroù dindan ar statud ENS 'ba Sant-Malou zo lakaet dindan pestisisdoù

E Bro-Frañs e vez kavet andreadoù a vez graet Espaces Naturels Sensibles deuzhouto, pe ENS. Takadoù naturel protejet int : koadeier, lanneier, geunioù pe c'hoazh tevennoù peurvuiañ. Lod a zo bet prenet gant an departamantoù ha d'an departamantoù eo d'ober war o zro atav. E Bro Sant-Malo 'vez kontet war-dro 600 hektar douaroù klaset e-giz ENS hag ar pep brasañ a vez labouret gant labourerien-douar. Pezh eo, ouzhpenn an tri-c'hard deuzhouto ne labouront ket e bio mod ebet ha pestisidoù a vez taolet ur bern war-c'horre o douaroù. An dra-se a zo bet diskuzhet gant ar media enklask breton Splann n'eus ket pell zo. Selaouomp Juliette Cabaço-Roger, asambles gant Benjamin Bouard. Ganti eo bet skrivet ar pennad-skrid diwar-benn an afer-se.

Arvestomp! Festival kentañ ar c'hoariva e brezhoneg zo 'ba Lesneven

Bodañ strolladoù c’hoariva, bodañ ar re a ya d’ober bed ar c’hoariva e brezhoneg da gomz asambles ha diskouezh emañ an dud o krouiñ pezhioù c’hoariva e brezhoneg… Sed aze ‘pezh ‘vo graet adalek fenoz ‘ba Lesneven. Kroet zo bet ur festival war ar c’hoariva anvet « Arvestomp ! »… Displegadennoù gant Maiwenn Prigent, zo kenurzhierez ar festival anezhi, ha Maxime an Ostis eus strollad ar Vro Bagan. Emaint gant Erwan Blanchard.

Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:

  • Poltridi liseidi Lise Diwan Karaez etre daouarn ar polis

  • An Ekoljisted gant LFI evit an dilennadegoù prezidant?

  • Hakeem Jeffries 'vo prezidant kentañ zo du e groc'hen Kambr an dileuridi 'ba USA

  • Manifestadegoù ouzh ar vuhez re ger 'vo 'ba seizh bro European hudu ha warc'hoazh

  • Afer Michel Zecler: etre 4 ha 6 vloaz toull-bac'h gant ar boliserien 'neunt gwallgaset 'nañ


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio