àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Du 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas ar mintin-mañ

Yves-Marie Derbré-Salaün eo prezidant nevez Diwan

Disadorn e oa bet dalc'het un emvod dreist-ordinal gant kuzul-merañ Diwan ha dilennet zo bet ur skipailh nevez e penn ar gevredigezh. Seiz bez-prezidant ha bez-prezidantez a vo bremañ en holl ha dilennet eo bet Yves-Marie Derbré Salaün da brezidant ar rouedad skolioù.

Tapet eo bet trombinoskop 4500 lisead eus lise Kerichen e Brest gant ar polis e penn kentañ miz Du…

Diwar goulenn prokulor ar Republik zo bet kaset poliserien d'al lise, ha roet dezho poltredi an dud yaouank. O klask war lerc’h an dud o deus bannet mein war ar boliserien e-kerzh manifestadeg ar 17 a viz Here emaint. Jaouen zo e lise Kerichen-Vauban.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Hiziv en em vod Donald Trump, Xi Jinping ha Vladimir Poutin evit ar wech kentañ, e China

- Kinniget n'eus ar c'homision European un amprest nevez da vro Ukren

- 400 000 a dud a oa bet o vanifestiñ e bro Tchekia disul

- 15 000 a dud, liseidi an darn vrasañ anezho, a zo bet dalc'het dindan ensell abaoe penn kentañ al luskad sokial

- Bec'h a zo e Douarnenez tro-dro da skol bublik Victor Hugo e kreiz-kêr

- Freuz-stal he deus graet an embregerezh produiñ tulipez Kaandrop e bro Vigoudenn

- Emañ prezidant an FFF, Philippe Diallo, war ar renk evit dont da vezañ prezidant ar Fifa


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio