àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Mouezhiet eo bet an Harz-labour hag ar blokus e Skol-veur Roazhon 2

Mouezhiet eo bet an Harz-labour hag ar blokus e Skol-veur Roazhon 2

Abaoe sizhunioù e vez studierien Roazhon o kas ar stourm asambles gant al liseidi. Ouzhpenn da azgoulennoù al liseidi a vez harpet ganto e vez goulennet muioc’h a arc’hant hag a gelennerien e skol-veur Roazhon 2 a zo lakaet diaes abaoe bloavezhioù bremañ gant digresk ar yalc’hadoù a-berzh ar stad. Dilun kreisteiz e oa bet aozet un emvod-meur e kampus Keryann ha divizet gant ar studierien a oa di ober an harz labour antronoz da lavaret eo hiziv. Setu o deus embannet blokus ar skol-veur. Louan zo studier en aotregezh war ar Brezhoneg, kemer a ra perzh er stourm hag e oa bet en emvod meur dec’h kreisteiz, lavarout a ra deomp penaos eo tremenet an traoù.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio