àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz-Du 2026

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz-Du 2026

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.

Daou-c'hant a dud a oa bet o vanifestiñ evit an hin disadorn.

Gant Greenpeace, Collectif Kiwi ha Colère Cancer 'oa bet renket an abadenn-mañ, evit goulenn ma vo taolañ kont un tammig muioc'h ouzh ar cheñchamant-hin. Tud deus an Ekolojisted pe deus an Association France Palestine Solidarité (AFPS) a oa war ar plas ivez. Goulc'hen Tomin a oa en o zouez.

Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

Ul levr diwar-bouez ar Roc'h-Morvan gwechall.

Mémoires Rochoises eo e anv, skrivet gant Marie Guen, gras da destenioù bet dastumet gant tud eus ar Roc'h-Morvan, e-kichenn Landerne, evit dalc'hen soñj eus ar vuhez gwechall.

Ha da glevet er c'heleier ivez :

Ugent-mil a veajoù dre girri-nij nullet er Stadoù-Unanet.

Tamallet 'zo da France Inter bezañ sañsuret levr Rima Hassan en abadenn Le Masque et la Plume.

Bec'h a zo atô e Sainte-Soline.

Dour a vo kaset eus lenn Jugon da Bleven, kuit d'an dour da vankañ e uzin-dour Lamballe.

Sportoù : football, Hent ar Rhum, handball

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio