àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ne vo ket deus gouel ar Mondial Folk ken

Ne vo ket deus gouel ar Mondial Folk ken

Ne vo ket deus festival ar Mondial Folk e Plozeved ken. Setu ar pezh zo bet embannet gant an aozerien ar miz-mañ. Krouet e oa bet ar gouel-se hanter-kant bloaz zo. Anvet e oa da gentañ Gouel ar Binioù, bagadoù ha kelc'hioù keltiek ar vro a oa laket war wel da gentañ. Ledanaet eo bet da c'houde e 1983, o pediñ pobloù deus ar bed a-bezh da ziskouez o dañsoù ha sonerezh hengounel. Hag e 1997 eo cheñchet anv ar gouel ha deuet da vezañ ar Mondial Folk. 20 000 a dud a zechase ar gouel bep bloaz er gumun betek ar c'hovid. Ha kouezhet eo an traoù d'an traoñ tamm ha tamm da c'houde, 'vel ma tispleg Bernez Kere, kuzulier-kêr e Plozeved, ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.



Warlene o doa klasket an aozerien saveteiñ ar gouel oc'h aozañ un devezh gouel hepken tro-dro da vro Iwerzhon met n'en doa ket graet berzh. 33 000€ dleoù zo gant ar gouel bremañ, a vo dav d'ar gumun dougen war he chouk ha resteurel, dre ma gwarant ar gevredigezh a aoze ar gouel evit ti-bank.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio