àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 29 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 29 a viz Here 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Divrezhonekaet eo bet skol Koad Edern e Plouzane

E Plouzane, ur gumun vihan e kichen Brest, he deus sinet live 2 er garta « Ya d’ar brezhoneg », eo bet cheñchet anv ur skol. Aet eo Koat Edern da Rosa Bonheur. Choazet e oa bet an anv nevez dre referendum warlene get tud ar skolidi, ar gelennerien ha gopridi ar skol. Selaouomp Andre Rivoallon, prezidant ar gevredigezh Brezhoneg e Plouzane ! Mil a bouez eo hervezañ mirout anvioù al lec’hioù evit deskiñ o istor.

Ne vo ket deus festival ar Mondial Folk e Plozeved ken.

Setu ar pezh zo bet embannet gant an aozerien ar miz-mañ. Krouet e oa bet ar gouel-se hanter-kant bloaz zo. Anvet e oa da gentañ Gouel ar Binioù, bagadoù ha kelc'hioù keltiek ar vro a oa laket war wel da gentañ. Ledanaet eo bet da c'houde e 1983, o pediñ pobloù deus ar bed a-bezh da ziskouez o dañsoù ha sonerezh hengounel. Hag e 1997 eo cheñchet anv ar gouel ha deuet da vezañ ar Mondial Folk. 20 000 a dud a zechase ar gouel bep bloaz er gumun betek ar c'hovid. Ha kouezhet eo an traoù d'an traoñ tamm ha tamm da c'houde, 'vel ma tispleg Bernez Kere, kuzulier-kêr e Plozeved.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Marvet zo 64 den dec'h en ur gwallzarvoud tren spontus e bro Spagn

- Tec'het kuit deus bro Brazil eo Flavio Bolsonaro dimeurzh

- Aet eo ar muiañ niver gant al Likoud, strollad Benyamin Netanyaou, en dilennadegoù kannaded e bro Israel

- Harz-labour a vo graet gant an darn vrasañ eus an dockerien e Breizh warc'hoaz

- Ur vodadeg enepfaskour a vo e Brest fenoz

- Pep ti e Breizh a rankfe kaout tredan adarre hiziv e Penn-ar-Bed

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio