àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Divrezhonekaet eo bet anv ur skol e Plouzane: Koat Edern 'zo aet da Rosa Bonheur

Divrezhonekaet eo bet anv ur skol e Plouzane: Koat Edern 'zo aet da Rosa Bonheur

Anvioù lec’h a vez divrezhonekaet c’hoazh, ha pas get an ti-post hepken.

E Plouzane, ur gumun vihan ‘zo chouk da Vrest hag el live 2 er garta « Ya d’ar brezhoneg » eo bet chañjet anv ur skol. Aet eo Koat Edern da Rosa Bonheur. Choejet e oa bet an anv nevez dre referendum àrlane get tud ar skolidi, ar gelennerion ha gopridi ar skol.

"Rosa Bonheur a c’hellay ivez broudiñ ar skolidi da sellet spisoc’h hag anav gwelloc’h o endro » en doa laret an aotrou maer e-pad al lid a oa bet aozet dek teiz ‘zo evit ar chañjamant anv. Ar c’hontrel mik eo evit Andre Rivoallon prezidant ar gevredigezh Brezhoneg e Plouzane ! Mil a bouez eo hervezan gwarn anvioù al lec’hioù evit deskiñ o istoer.

Yvon Olivier prezidant ar gevredigezh Koun Breizh en deus skrivet da Yves Du Buit, maer Plouzane evit goulenn lakaat « Koat Edern » stag doc’h « Rosa Bonheur » d’an nebeutañ evit gwarn anv orin ar skol memestra. Ur menoz vat eo da soñj Andre Rivoallon.

Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio