àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 26 a viz-Du 2026

Keleier ar vro d'al Lun 26 a viz-Du 2026

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.

Gant Joel Donarzh eo aet ar priz Langleiz ar bloaz-mañ.

Joel Donarzh en doa bet ar priz Langleiz e Saloñs al Levrioù e Karaez, evit e oberennoù hag e droidegezhioù. Daou zastumad danevelloù en deus embannet betek-henn : Amzer Grenn ha Alez-Kenwerzh. Brudet eo evit e labour treiñ a-ziwar levrioù okitanek ivez. Selaouomp anezhañ.

Un atersadenn gant Anton Burel.

Geriadur Aerlin

Geriadur Aerlin a oa prezañtet d'an dud e saloñs al Levrioù e Karaez. Ur geriadur teiryezhek, benelour hag LGBTQ+, da zeskiñ d'an dud geriaoueg bet krouet gant ar strollad Aerlin. Muioc'h da glevet gant Morgane Bramoullé.

Un atersadenn gant Anton Burel.

Ha da glevet er c'heleier ivez :

Lula zo bet aet da brezidant en-dro e Bro-Vrazil.

An tu-kleiz zo degouezhet e penn an dilennadegoù-deputeet e Bro-Serbia.

Nebeutoc'h a dud a oa bet o vanifestiñ e Frañs disadorn.

Jordan Bardella zo bet anvet prezidant an RN adarre.

Keloù eus ar fuzuilhadeg e Trappes, e-kichenn Pariz.

Pajenn football : Stad Roazhon e penn ar championad !

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio