àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 22 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 22 a viz Here 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Daoust hag erruet eo an 3000 den ouzhpenn a oa bet prometet en deskadurezh-stad ?

Unan deus respontoù pleustrek pennañ ar gouarnamant da enkadenn al liseoù a oa kinnig tri mil kelenner ouzhpenn lec’h ma zo ar mankoù brasañ, hervez pezh noa embannet Edouard Geffray, ministr an deskadurezh stad, d’an 8 a viz Here. Penaos eo tremenet an traoù war an dachenn ? Selaouomp diouzhtu Marina Nedeleg kelennerez war an istor douaroniezh e lise Jean Macé e Roazhon ha sindikalourez b’ar SNES-FSU...

Manifestadeg a-enep d'ar panelloù-heol er parkeier e Rostrenn

Savet ez eus bec'h e Rostrenn abaoe penn-kentañ ar bloaz, pa oa bet roet da c'hoût e vefe savet pannelloù fotovoltaek e Megoed. Goulenn a ra maer ar gumun hag ar strollad WAT, "War an Toennoù", ma vo dalc'het an tachennoù-se evit al labour-douar. Un enklask publik a oa bet kaset da benn goude-se eus Miz-Even da viz-Gouere, evit goulenn o ali gant an dud. Met a-benn ar fin, ar prefed en deus roet koñje da sevel ar parkad pannelloù-se. Disadorn tremenet e oa en em vodet tud ar c'holektif War an Toennoù da enebiñ ur wech all c'hoazh ouzh ar raktres-mañ. Selaouomp Etienne Cabaret, zo ezel deus ar strollad.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kreskiñ a raio an temperadur bedel eus 2,6 derez 'benn fin ar c'hantved

- Manifestadegoù nevez a zo raktreset e Frañs disadorn a-enep da goust ar vuhez

- Muzulioù ispisial zo bet tapet gant prefed Penn-ar-Bed dec'h

- Neofaskourien o doa manifestet e Lyon dilun noz daoust d'ar c'heulfe

- Votet en deus ar parlamant a unvouezh dimeurzh evit ma vo freuzet ar « C'hod Du »

- Kreñv e c'hwezho an avel fenoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio