Pannelloù fotovoltaek er parkeier ?
Savet ez eus bec'h e Rostrenenn abaoe penn-kentañ ar bloaz, a-benn ma oa roet da c'hoût e vefe savet pannelloù fotovoltaek e Moeged. An embregerezh Verso Energy an hini eo 'neus kinniget d'ul labourer-douar da lakaat sevel pannelloù-heol e-barzh e barkeier. Met ar maer Guillaume Robic hag an dud a zo o chom e-kichenn zo savet a-enep d'ar raktres-mañ. Goulenn a reont ma vo dalc'het an tachennoù-se evit al labour-douar. E miz-Ebrel hon oa bet digarez da gontañ deoc'h deus an dra-se dija, pa oa dalc'het ur vanifestateg gant ar c'holektif War an Toennoù. Enebiñ a ra hennezh ouzh ar pezh a vez anvet « agrovoltaism » bremañ, da lâret produiñ tredan war-c'horre douaroù labour-douar. Un enklask publik a oa bet kaset da benn goude-se eus Miz-Even da viz-Gouere, evit goulenn o ali gant an dud. Met a-benn ar fin, ar prefed en deus roet koñje da sevel ar parkad pannelloù-se. Disadorn (17/10) e oa en em vodet tud ar c'holektif War an Toennoù e Rostrenenn da enebiñ ur wech all c'hoazh ouzh ar raktres-mañ. Selaouomp Etienne Cabaret, da zisplegañ e soñj diwar-benn an « agrivoltaism » da gentañ.