àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz-Here 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz-Here 2026

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.

Savet eo an AMF a-enep d'ar feulster er manifestadegoù.

Dec'h da greisteiz e oa en em vodet tud dirak ti-kêr Plougastel-Daoulas, da selaou o maer Dominique Cap o lenn un destenn bet skrivet gant an AMF (Association des Maires de France). Disklêrian a ra ar gevredigezh ar violañsoù a oa bet disadorn ha disul, da-heul ar manifestadegoù.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Tregont vloaz eo Emglev Bro Douarnenez !

Lidet e oa bet tregont vloaz Emglev Bro Douarnenez disadorn. Krouet Selaouomp Elen Rubin, bet prezidantez ar gevredigezh pemzek vloaz 'zo, o kontañ deus istor an Emglev ; Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Thomas Moysan Simon, kenprezidanted ar gevredigezh.

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

Ha da glevet ivez :

Tan bras zo en Eñdonezi.

Stad an Alberta a garfe en em zistagañ diouzh ar C'hanada.

Sébastien Lecornu en deus roet da c'hoût e vo sikouret ar goñversañted bet dismerret o stalioù dezho.

Neveshaet e vo Parcoursup.

Un aksidant zo bet e brasañ uzin dour Breizh e Ferel.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio