àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Un istor eus ar Rock", levr nevez Gaetan Boulic

"Un istor eus ar Rock", levr nevez Gaetan Boulic

Blues, race records, country… ur gwir veaj dre bed ar rock eo levr nevez Gaetan Boulic !

« Un istor eus ar rock : Eus Memphis da Woodstock, eus an Hillbillies d’an hippies » eo titl e levr a gonta istoer ar rock er blezadoù 50 ha 60. Daou levr arall a vo da heul evit anav istoer ar muzik-se adal ar blezadoù 80 betek an amzer a-vremañ.

Al levr a zo e brezhoneg penn da benn hag embannet get Keit vimp bev. Ma faota deoc’h er preniñ hag ober anaoudegezh get Gaetan Boulic, kerzhit e saloñs al levrioù e Karaez ar 25 a viz Gouel-Mikael.

Istoer ar rock a zo da zijoloiñ ivez dre an abadenn « Larsen ha mediator » kinniget get Gaetan ar Lun hag ar Sul da 7 eur noz àr Radio Bro Gwened. El rezon e c’hellit ivez selaou an abadennoù dre bodkast àr Radiobreizh.bzh

Gaetan Boulic a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio