àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

A Short Story of The Breton Language

A Short Story of The Breton Language

A Short Story of The Breton Language zo deuet e-maez miz 'zo bremañ. Hennezh eo ar c'hentañ levr bet embannet e saozneg diwar-benn istor ar brezhoneg. Gant un Iwerzhonad eo bet skrivet, Diarmuid Ó Breasláin e anv, paotr Belfast ha stourmer evit an iwerzhoneg. Daou levr all en doa skrivet a-raok an dra-se c'hoazh, unan diwar-benn istor an iwerzhoneg hag unan all diwar-benn ar manaveg, yezh keltieg Enez Vanav. Gant al levr nevez-mañ e faot dezhañ kontañ d'an dud deus istor ar brezhoneg abaoe m'eo degouezhet ar Vretoned amañ giz-mañ e Breizh, met sellet en deus dreist-holl ouzh an ugentvet kantved, evit klask kompren penaos eo cheñchet an traoù tammig-ha-tammig goude ar brezel.

Un atersadenn gant Benjamin Bouard. Mersi bras da Domaz Laken evit bezañ prestet e vouezh deomp.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio