àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nec'het eo Solidarité Paysans

Nec'het eo Solidarité Paysans

Kalz peizanted a zo degouezhet bec'h warno e Frañs abaoe pell zo ha lod deuzhouto n'int ket gouest d'en em zibab o-unan zoken. Evit sikour ar re-mañ eo bet krouet ar gevredigezh Solidarité Paysans. Reiñ sikour d'al labourerien-douar, selaou anezho pe c'hoazh aliañ anezho a ra abaoe tost tregont vloaz 'zo. Met gwashaet eo an traoù ar bloaz-mañ gant ar sec'hor evel-just. Fallaat a ra an traoù gant ar beizanted pep bloaz, hervez ar pezh a c'haller lenn war rentañ-kont ar gevredigezh, bet embannet pemzekteiz 'zo. Ar saverien-loened a vez paket fall ar muiañ, ha gwasoc'h emañ an traoù c'hoazh gant ar saverezed-loened. Selaouomp Robert Nicolas, a-youl er strollad Solidarité Paysans e Sant-Brieg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio