àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Imerys - Stop à la carrière !

Imerys - Stop à la carrière !

Bep miz kazimant e vez digaset keleier fall deomp diwar-benn an embregerezh Imerys e Groñvel, lec'h ma talc'h ur vaengleuz « andalousite ». Tamallet 'zo bet kalz traoù dezhi ar bloaz-mañ dija : bezañ saotret an dour hag an douar en-dro d'ar vaengleuz ha nompas taolañ kont ouzh yec'hed an dud a zo o labourat enni. Evakuiñ an uzin e-kichenn a oa bet dav ober e miz-Gwengolo ivez, abalamour ma oa peget an tan enni. Memes mare e oa bet disklêriet koñdisionoù-labour fall-spontus e Imerys : meur a vicherour a zo chomet klañv-bras gant poultrenn silis ha 'defe graet drouk d'o skevent.

An dra-se zo kaoz o deus tud an UDB lakaet en o soñj lañsañ ur c'houlzad skritellañ a-enep da Imerys. Ur c'hinnig a vo graet gant dilennidi an UDB ha Breizh A-Gleiz er C'huzul Rannvro dizale ivez, evit goulenn ma vo serret ar vaengleuz an abretañ posubl ha goulenn ma roio ar prefed e zilez.

Selaouomp Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB, bet aterset gant Benjamin Bouard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio