Aet eo Soulèvement de la Terre d'an Eure evit manifestiñ ouzh ar pestisidoù
Difenn ur bed gant nebeutoc’h a brodioù chimik en douar : setu pal ur vanifestadeg braz a vo disadorn e departamant an Eure, ‘ba Saint-Pierre-La-Garenne. Eno eo staliet unan eus uzin petro-kimiek brasañ a zo e Bro Frañs, Syngenta hec’h anv. Diwar galv Confédération Paysanne, Cancer Colère, le collectif des victimes des pesticides de l’ouest ha les Soulèvements de la terre e vo klasket bodañ miliadoù a dud deus bro Frañs a-bezh. Morwenna hag Anne a zo ezel eus strollad Brest « Soulèvements de la terre », emaint ouzh mikro Pauline Daniel, en Arvorig FM..