Glazenniñ porzh skol Diwan Montroulez ha buhez ar vugale!
Stourm eus an amzer c’hor ‘vo ret ober muioc’h mui er bloavezhioù da dont ‘bar skolioù. E-kerzh an hañv zo skolioù zo bet serret gaozen ‘oa re domm ‘bar savadurioù met er-maez ivez… Soñjit ‘ta pegen tomm c’hall bout war ur porzh zo koltaret penn da benn ? E miz Gwengolo ‘oa bet igoret porzh skol nevez skol Diwan Montroulez : glasaat ha vejetalisaat ar porzh ‘oa bet c’hoant ar gerent hag ar skolaerien. Un nebeut displegadennoù gant Maelle Ellouet zo skolaerez ‘ba Diwan Montroulez. Emañ gant Erwan Blanchard.