àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Morwenn Le Normand a zo mamm-baeron ar redadeg La Lorientaise ar blez-mañ!

Morwenn Le Normand a zo mamm-baeron ar redadeg La Lorientaise ar blez-mañ!

Dec’h e oa bet ur morad mouezi gwisket e roz é redek e straedoù an Oriant !

9000 maouez, yaouank pe gozh o doe redet pe kerzhet e straedoù kêr ar c’hwec’h porzh, ha gwerzhet e oa bet razh ar plasoù pasabl en avañs.

17vet redadeg la La Lorientaise e oa, ur redadeg a-enep da malitouch (krign-bev) ar bronn. Bep plez e vez aozet prantadoù kizidikaat d’ar c’hleñved-se e pep lec’h e Frañs da zigarez « Miz Here Roz » pe Octobre Rose e galleg.

Morwenn Le Normand, kanourez a vicher a zo mamm-baeron ar redadeg. Kouviet e oa bet da ganiñ àr blasenn an ti-kêr a-raok al loc’hañ.

El ma lara en atersadenn, anavet mat eo e Bro An Oriant dre m’eo bet kanourez ha speaker evit kleub foot ar verlued e-pad un nebeut blezadoù. Kaniñ ar Bro gozh hag entaniñ ar suporterion a veze graet geti da bep krogad. Ha dre ma oa ar blez-mañ ar redadeg é tremen dre stad ar voustouer e oa anat da Morwenn bout e kreiz ar jeu.

Chom a ra animasionoù a bep seurt a-hed Miz Here Roz evit taliñ doc’h malitouch ar bron. Hennezh a zo ar c’hrign bev a vez paket ar muiañ get ar mouezi : Tro dro ur vouez diar 8 a zo tapet e-korf he buhez.

Ur reportaj get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio