àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ul lid-enoriñ a oa bet evit 50 vlez marv Yann-Kel Kernalegenn, stourmer en FLB

Ul lid-enoriñ a oa bet evit 50 vlez marv Yann-Kel Kernalegenn, stourmer en FLB

50 vlez zo, en noziad etre an 29 hag an 30 a viz Gwenholon 1976 e oa marv Yann-Kel Kernalegenn, ezel ag an FLB, talbenn dieubidigezh Breizh.

E Dineol, chouk da Gastellin e oa degouezhet ur gwallzarvoud e-korf un darzhadenn e oa é aoziñ a-enep un dachenn arme a vehe staliet er vro.

Ouzhpenn da vout ur stoumer evit ar yezh hag an dizalc’hidigezh, e oa ivez troet Yann-Kel Kernalgenn àr ar sindikalouriezh hag ar bolitikerezh dre vras.

Disadorn e oa bet aozet ur lid-enoriñ tro-dro d’e bez e bered Kerefeuteun e Kemper.

Un 20 den bennak a oa daet, dreist-holl tud kar ha mignoneg, met un nebeudig a stourmerion ivez.

Get Aodren Trehin e oa bet enrollet Kenan ha Riwanon An Habask, niz ha nizez Yann-Kel Kernalegenn, Bernez Rouz, kamalad dezhañ, ha Padrig An Habask, breur gaer stourmer an FLB a oa aet d’an anaon d’an oad a 22 vlez.

Klask a ra familh Yann-Kel Kernalegenn gwarn bev e istoer. Ur c’hilometr a oa bet prenet gete da skouer ar blez-mañ er Redaded e koun dezhañ.

Ma faota deoc’h anav un tamm donoc’h Yann-Kel Kernalegenn e c’hellit lenn un dastummad ag e skridoù a oa bet embannet e 1977, « Skridoù » eo titl al levr.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio