Keleier ar vro d'ar Meurzh 06 a viz-Here
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier
Liseidi an Elorn a oa bet o vanifestiñ dec'h e Landerne
Etre tri c'hant ha pevar c'hant a liseidi a oa bet o vanifestiñ, goude ma oa bet difennet dezho en em vodañ gant ar prefed. Betek al lise Saint-Sébastien e oant bet a-benn lakaat o c'henseurted da zont da vale ganto. Lise an Elorn a oa unan eus al liseoù a oa chomet digor e Breizh.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard
Ober war-dro al liseoù
E Frañs n'eo ket d'ar Stad d'ober war-dro al liseoù, met d'ar C'huzulioù-Rannvro abaoe 1983. Ar re-mañ an hini a zo sañset da lakaat sevel liseoù nevez, kempenn anezho pe c'hoazh paeañ an implijdi, war-bouez ar gelennerien. Selaouomp Stéphanie Stoll, koñsailhourez Rannvro Breizh.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard
Glazenniñ porzh-skol Diwan Montroulez
N'eo ket aes dalc'hen an taol ouzh ar wrez pa ne vez ken koaltar ha simant war an douar ! An dra-se zo kaoz 'zo bet inoguret ur porzh-skol nevez e skol Diwan Montroulez ha zo bet "glazennet". Selaouomp ar skolaerez Maelle Ellouet.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard
Ha da glevet er c'heleier ivez :
- Sébastien Lecornu a fell dezhañ kas al lezenn "Casseur Payeur" dirak ar Sened an abretañ ar gwellañ.
- Tan a oa bet dilun e-kichenn ar Menez Hom.
- Degouezhet an nasionalisted e penn an dilennadegoù-prezidant e Bosnia.