àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dizober kreizenn nukleel Brenniliz

Dizober kreizenn nukleel Brenniliz

Er bloavezh 1995 e oa komañset da zizober kreizenn nukleel Brenniliz. Prometet e oa bet un « distro d'ar geot » (retour à l'herbe) gant Jean-Yves Cozan, prezidant Park an Arvorig d'ar mare-se. Tregont vloaz warlerc'h emañ atav ar greizenn en he sav war vord al lenn ha n'eo ket echu al labourioù. Pell alese memes, kar ampellet eo bet al labourioù meur a wech. Ar bloaz-mañ eo krog EDF da zismañtrañ ar reakteur memestra hag anoñset 'zo pemzek bloaz labour c'hoazh. Pezh eo, diaes eo atav goût penaos emañ an traoù o vont war-war-raok er greizenn. An tamm kudenn-se an hini eo a oa bet lakaet war-wel gant un abadenn ispisial digwener gant ar gevredigezh « Da Lec'h All » e bourc'h Speied. Selaouomp Riwall Huon, eus ar gevredigezh, dre an telefon gant Benjamin Bouard.



Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio